KBK / ar c’humunioù / Ploueskad

r gumun

Ploueskad zo en arvor hag e-kreiz ur c'horn-bro pinvidik a Vro-Leon ma vez gounezet legumaj a-fonn hag a vez graet ar « gouriz alaouret » anezhañ. Unan eus ar c'hêrioù a Vro-Leon gant ar muiañ a lañs eo hiziv.

Ar c'hoc'hu sebezus a zo enni hag ar c'hastelloù pinvidik a zo en trowardroioù a zegas da soñj en deus kavet mab-den amañ ul lec'h mat evit ar c'henwerzh hag evit al labour-douar.
Gant tachennoù ec'hon gwarezet Bae ar C'hernig ha Tevinier Keremma e vezer pedet dibaouez da ober anaoudegezh gant bed ar mor hag an tevinier. Lec'hioù dibar int ivez evit pleustriñ obererezhioù evel bageal dre lien pe mont gant kirri-dre-lien
.


Ur wir gêr-gouronkañ eo, gallout a reoc'h klask ho chañs er c'hazino pe lakaat klaoustre e-pad ar redadegoù kezeg...

Lec'hienn Genrouedad:  www.mairie-plouescat.fr

lad & Lec’hiennoù

Eus sevenadurezh Nevezoadvezh ar Maen ez eus chomet un nebeud skouerioù brav a veurvein evel Maen-hir Kergouarad, Maen-Hir Kamm Loui (Maen-hir ar Mesdon) ha Maen-Hir Lannerien pe choazh an alez-toet e bae ar C'hernig. Honnezh a vez beuzet penn-da-benn bremañ pa vez uhelvor rak kalz pelloc'h edo an aod gwechall-gozh. Goloet gant gwez e oa bae ar C'hernig gwechall-gozh hag e-korf un nozvezh hepken e voe beuzet Koad an Noz gant ar mor ; a-raok d'an diaoul ober e jeu eno...

Ar c'hoc'hu hollgaer eus ar XVIvet kantved zo staliet e-kreiz ar bourk. Harpet eo an doenn sebezus he framm ouzh pileroù koad-derv ha greunit. Gwechall e tastume baroned Kerouzere gwirioù war ar varc'hadourezh eno. Abaoe ar mare-hont ez eo bet implijet e meur a zoare all.

 

Chapel Kerzean zo eus ar XVvet kantved. Plijout a ra kenañ da dud Ploueskad mont di da bourmen

An tiez bras-divent strewet amañ-hag-ahont e koadoù hag e tevinier Keremma a zegas da soñj e veze darempredet al lec'h-se, e dibenn an XIXvet kantved, gant ur strollad arzourien livourien bodet tro-dro da Louis Rousseau. Emañ Feunteun ar Vir (Sant Teden) war vord ar mor, toullet er garreg e-kichen an ti-gward kozh.

iverennoù talvoudus

  • Ti-kêr : 02.98.69.60.13 
  • Ti an Douristed: 02.98.69.62.18  http://tourisme-plouescat.com
  • Kreizenn sikour ar bomperien : 02.98.69.61.99
  • Archerien : 02 98 69 60 07 pe 17

conception & réalisation : NJollé © 2008