KBK / ar c’humunioù / Kleder

r gumun

Kumun Kleder en em astenn war-hed 4 km, gant aodoù traezh fin, kerreg faltazius hag oufoù ma c'heller eoriañ, a-bep-eil. Gant hec'h arvor hag he zevinier gwarezet e vezer douget da ziskuizhañ, d'ober sport pe da ergerzhet ar c'hornad, hag obererezhioù a-leizh a vez kinniget war zouar pe war vor.

Gant an 12 km a wenodennoù e c'heller ober baleadennoù kaer-meurbet evit ar sportourien pe ar familhoù. A-hed an hent e weler an dremmvro o cheñch ha gant ar gwel war ar mor, bepred kemm-digemm, eo splannoc'h c'hoazh ar santad-se.

E tu an douar, en ur vro puilh an henvoazioù enni, e c'haller fougasiñ gant al legumaj eus an dibab a vez gounezet. Klouar e vez an amzer a-hed ar bloaz ha mat eo kement-se evit gounit kaol-fleur hag artichaod.
Kleder he deus c'hoant da virout ha da dalvoudekaat he glad. Puilh eo hec'h hêrezh, ken war dachenn ar savadurioù hag al lec'hiennoù a-feson, ken war dachenn an istor.

Lec'hienn Genrouedad : www.cleder.fr

 

lad & Lec’hiennoù

Maner Troñjoli, savet war ur roz, zo ennañ ur c'horf-lojeiz ha div gazel a-skouer, gant ur porzh a enor dirak. Er pevare kostezenn ez eus ul leurenn gant garidoù en-dro dezhi. Troñjoli zo ur skouer a ziskouez e oa padet ar c'hiz flammek er savadurioù betek ar XVvet kantved.
Ur maner prevez eo, bemdez e vez digor al liorzh.

 

Kastell Kergonadeac'h - Savet e voe e 1620 el lec'h ma oa ur c'hastell-kreñv. Graet e oa bet evit padout meur a ganved, met ne oa bet tud o chom ennañ nemet e-pad 150 vloaz, Diskaret e voe a-ratozh ; ne chom netra ken anezhañ hiziv an deiz nemet ar mogerioù diavaez : implijet e voe mein ar mogerioù diabarzh da sevel ar marchosioù nes hag ilizoù eus ar c'horn-bro.
Gweladenniñ an diavaez anezhañ.

iverennoù talvoudus

  • Ti-kêr - Pgz : 02 98 69 40 09
  • Ti an Douristed - Pgz : 02 98 69 43 01
  • Magouri arsav-diwallerezh "Ti Ar Vugale" : 02.98.24.35.75
  • Erlec'h Kerent Skoazellerezed-mamm: 02.98.61.42.48
  • Lastezerezh Kergwall : 02.98.19.54.67

conception & réalisation : NJollé © 2008