KBK / ar c’humunioù / Trelaouenan

r gumun

Dont a ra Trelaouenan eus ar ger « trev », a dalvez kement ha « rann eus ur barrez », hag eus « Laouenan », anv ar sant diazezer anezhi.

816 hektar eo gorread ar gumun vihan-se ha 509 den zo o chom enni. Labouret e vez an douar dreist-holl ha troet eo al labourerien-douar da c'hounit legumaj prim. Eno ez eo dous ar vuhez da vat.

Anavezet eo Trelaouenan abalamour d'he bleuniadur hep he far. Roet e oa bet dezhi al label broadel 3 bleunienn (diwar ar 4 a c'haller kaout) e 2005  

lad & Lec’hiennoù

Plijus eo kreiz ar bourk gant e vleunioù hag e c'hlasvez, ken ez eo.
En iliz eus ar XVIIvet kantved e weler panelloù liesliev hollgaer hag a oa bet livet e 1663. Taolenniñ a reont buhez ar C'hrist adalek e c'hanedigezh betek e gurunidigezh ; un delwenn en he gourvez a daolenn ivez ar marc'heg Alain de Tournemine, aotrou Kervilin.

Maner Kreac'hengar, e-kichen ar bourk, zo eus ar XVIvet kantved.
Kergidu zo ul lec'h istorel ma voe un emgann gwadek e miz Meurzh 1793, etre Leoniz ha strolladoù republikan ar jeneral Canclaux ; (danevellet eo an emgann-se e levr Lan Inizan « Emgann Kergidu ». Kergidu zo frouezh bolontez, pennegezh, dalc'husted ha labour kalet an dud eus ar vro.
Kergidu, 4 hektar he gorread, zo ivez ur greizenn dudi kempennet en un takad natur gant ur poull-dour. Kaset eo bet al labour-se da benn gant kenlabour ar gumun hag ur gevredigezh hag oa bet krouet evit treuzfurmiñ ur vilin gozh ha marchosioù kozh en un ostaleri hollgaer. 

En atant mirdi Bro-Leon e vez diskouezet penaos e oa bet emdroet bed ar gouerien a-hed ur c'handved : freilhoù, filc'hier, erer, dornerezioù, rederigoù, tiez labour ha tiez-annez kozh.
E Trelaouenan e kaver ivez gwenodennoù-bale, kerkoulz hag ur bod-arsav 12 gwele evit lojañ ar valeerien
 

 

iverennoù talvoudus

  • Ti-kêr - Pgz : 02 98 69 97 81

conception & réalisation : NJollé © 2008