KBK / ar c’humunioù / Gwinevez

r gumun

Gwinevez zo teir lodenn dibar enni :

  • Ar maezioù, al lodenn vrasañ eus ar gumun a-fed gorread, zo strewet enno stalioù labour-douar krenn, evel ma vez e Bro-Leon (war-dro 170 kêriadenn).
  • Ar bourk ha Lokrist eo kêrioù pennañ ar gumun.
  • An arvor, al lodenn norzh eus ar gumun, zo ennañ ur vandenn gizidik a devinier a vez beuzet ul lodenn anezhi pa vez reverzhi bras, takadoù gleb ha bresk hag a vez gounezet evit darn hag, evit echuiñ, rozioù gant nebeut a zinaou hag a sav etrezek ar bladenn. 
 
 

Lec'hienn Genrouedad : www.plounevez-lochrist.fr/

lad & Lec’hiennoù

An iliz a-vremañ zo eus 1873, ar c'hloc'hdi eus 1767, ar porched giz an Azginivelezh eus 1769. Ur c'haer a savadur giz c'hotek flammek eo, e maen kersanton. Kloc'hdi giz Bro-Leon gant daou seurt garidoù.

Chapel Lokrist an Izelved a voe adsavet war-dro 1785 ouzh ar c'hloc'hdi tolzennek karrezennek he c'horzenn (monumant istorel) eus an XIIIvet kantved. Bez eus ar Grennamzer. Prioldi kozh.

E 1976 e oa bet savet orator Kerizinen, modern he doare sevel, kinklet gant div werenn-livet brav-kenañ ha gant un hent ar groaz, unan hollgaer anezhañ, el lec'h resis ma vije bet ar C'hrist hag ar Werc'hez Santel o'n em ziskouez, eus 1938 da 1965, dirak J.L. Ramonet.

Maner Mailhe, un ti-annez hollgaer eus ar XVvet kantved, e giz an Azginivelezh, rummet monumant istorel, zo perc'hennet gant an ao. hag an it. Danguy des Déserts. Gweladenniñ a c'haller anezhañ.

Aspadennoù kozh a-leizh eus milinoù-dour, manerioù, kalvarioù, kroazioù, peulvanoù... a ro bepred da welet roudoù eus amzer gozh ha pinvidik ar gumun.

Lec'hioù dibar zo er gumun : Bae ar C'hernig, Traezhenn ar Mean (Aod Vras Gwinevez), Tevinier Keremma (Tevenn Gwinevez), Roc'h Vras ar C'hernig pe Tour ar C'hernig, Traoñienn Pondarm. Er gumun ez eus bet savet aveadurioù evit kas war-raok an touristerezh war ar maez ha war an aod evel ma'z eo dleet : un dachenn-gampiñ 135 plas, bodoù-arsav, tachennoù diduiñ ha pourmen...

iverennoù talvoudus

  • Ti-kêr : 02 98 61 40 57
  • Magouri arsav-diwallerezh "aux doudous magiques": 02.98.61.44.36
  • Erlec'h Kerent Skoazellerezed-mamm : 02.98.61.42.48

conception & réalisation : NJollé © 2008