KBK / ar c’humunioù / Trelez

r gumun

Ar gumun-se eus Bae ar C'hernig zo e-barzh kanton Ploueskad hag arondisamant Montroulez. Dirak Bae Goulc'hen emañ Trelez, uhel dreist an aod eus Ploueskad da Vrignogan. War douaroù ar gumun-se emañ Ti an Tevinier.

Pa ziskenner ar Saezh gant ur c'hanoe e weler roudoù puilh eus an istor, pont « Galian » Pont Lez peurgetket. An dud kentañ a oa bet oc'h ober o annez en Nevezoadvezh (etre 5800 ha 2000 bloaz a-raok J.K.) el lec'h m'emañ ar gumun bremañ, a vez gwelet o roudoù c'hoazh en Enez Vras. An taolioù-maen hag ar mein-hir, a chom aspadennoù anezho hiziv an deiz, zo dreist-holl eus mare ar meurvein (betek 1800 vloaz a-raok J.K.) Gant ar Gelted, a aloubas kornôg Galia adalek 500 vloaz a-raok J.K., e voe roet hec'h anv da Drelez. Dont a ra an anv-se eus ar ger « TREV », a dalvez kement ha « rann eus ur barrez », hag eus ar ger « LEZ » a dalvez kement ha « lec'h annez ur roue, ur priñs hag e goskor ».. 

Talvezout a ra Trelez, ger-ha ger, kement hag "an drev eus al lez" ("Sez ar Justis"). Er Grennamzer e oa koadoù dasstrewet gant geunioù er c'horn-bro-mañ. D'ar mare-se eo neuze e voe graet labourioù digoadañ gant menec'h-difraosterien manati Sant Gwevrog (staliet en Enez Vras, a oa un enezenn c'hoazh) ha Sant Goulc'hen. Pa'z eas da get ar c'hoadig gwez-bezv a c'holoe an tevenn hag a zalc'he an traezh e voe kontraezhet an aod a-bezh e Trelez. Diwar neuze, ha betek an 19vet kantved, e chomas al lodenn norzh eus Trelez un takad ec'hon, fraost ha geuniek, dispartiet diouzh ar mor gant reuzelennoù traezh fiñv-difiñv. Talvezout a raio ar re-se da ziazezañ difennoù Keremma.

Evit gwareziñ an tachennoù ec'hon a zo e Tevinier Keremma hag a zo perc'hennet gant Mirva an Arvor e oa bet kempennet un dachenn-gampiñ tregont vloaz zo, gant daou c'hant lec'h, bevennet-holl gant girzhier naturel.

Lec'hienn Genrouedad :  www.mairie-treflez.fr

lad & Lec’hiennoù

Glad henoniel kumun Trelez en deus bet da c'houzañv diwar tagadennoù an amzer hag ar mor, met chom a ra un nebeud aspadennoù eus an amzer dremenet c'hoazh.

  • Un alez-toet eus ar Ragistor, en Enez Vras (en arvar abalamour d'ar mor)
  • Ur vered eus ar Grennamzer Uhelañ e  S. Gwevrog
  • Ur grugell (douaret) eus Oadvezh an Arem, hag ur maen-sav eus Oadvezh an Houarn toget gant ur groaz a-c'hiz-kozh e Toullouarn
  • Ur pont « galian», gant un treuziad-doubl lakaet war ur piler kreiz, a oa bet savet dreist ar Saezh e  Pont Lez, a-geñver an Touped
  • Ur maen-sav eus Oadvezh an Houarn en Touped (el lec'h m'emañ an dachenn-sport bremañ)


  • An iliz, gouestlet da Santez Ediltrud (Santez Wentrog), bet savet e 1725 e lein un dorgenn;  he  c'hloc'hdi zo unan giz « Belmaner », hag ar c'hloc'h zo eus 1776. A-us ar vered emañ ; er su d'ar vered emañ chapelig Santez Anna, a oa ur garnel gwechall-gozh.
  • Chapel Sant Gwevrog a oa bet renevezet etre 1895 ha 1897 war dismantroù ur chapel eus ar Grennamzer.
  • Kroaz kalvar ar vered zo 9 metr uhelder dezhi.


  • Ur feunteun e greunit eus dibenn an 18vet kantved er Gozhiliz, zo gouestlet da Santez Ediltrud (Santez Wentrog eo anv gwir Santez kozh Trelez) ; tro-dro dezhi ez eus ur voger gant mein garlantezet, hag un delwenn eus ar santez zo bet lakaet en ur c'hustod  toget gant ur groaz veurdezus 2 vetr uhelder.
    Gwechall e veze kredet en doa dour ar feunteun-se vertuzioù paerañ.
  • Manerioù a-leizh a oa bet gwechall met ne chom netra ken anezho nemet hini Koad Lez, hag a zo dilezet, atant Ti Nevez hag ar Presbital a vremañ.

iverennoù talvoudus

  • Ti-kêr : 02 98 61 45 72
  • Ti an Tevinier  : 02 98 61 69 69

conception & réalisation : NJollé © 2008