KBK / istor

uzhpenn 15 vloaz eo ar Gumuniezh-kumunioù !

Setu amañ an traoù a zo c'hoarvezet ganti a-hed ar bloavezhioù abaoe ma'z eo bet krouet.

012

Kumuniezh-kumunioù :

Lañs a roer d'ur studiadenn war ar c'hudennoù a zo gant an arvor

Sinet ez eus un emglev gant Ofis publik ar brezhoneg

Krouet ez eus ur post kasour urzhiataerezh ha sinet un emglev evit lakaat ar gwazour-se e gourc'hemenn ar servijoù hag ar c'hevredigezhioù urzhiataerezh er strollegezh.

Kemer a reer perzh en arc'hantaouiñ evit tapout al label « Broioù arz hag istor » hag envel a reer un dileuriad.

Sonerezh ha dañs - treuzkaset ar gefridi eus ar c'humunioù d'ar gumuniezh-kumunioù, ha krouet ur post soner emeller hepken.

Kendeuzet eo SEUG* teñzorerezh Ploueskad ha treuzkaset d'ar gumuniezh-kumunioù

Diorren armerzhel / terkañ an tiriad :

Echu eo al labourioù da astenn salioù ar SPEG**

Da-geñver ar programm ODESCA e oa bet kemeret perzh er skoazell arc'hant roet d'ar stalioù-kenwerzh zo er gumuniezh-kumunioù evit lakaat anezho diouzh an holl dud ha diouzh ar reolennoù.

Treuzkas ar gefridi « Terkañ niverel » eus ar c'humunioù d'ar Gumuniezh-kumunioù.

Sinadur un emglev gant Triangle Initiative

Tachennoù natur :

Tachennoù natur tener Ploueskad : treuzkaset e oa bet ar c'hargoù d'ar Gumuniezh-kumunioù

Natura 2000 :

Sinañ un emglev gant Ajañs an takadoù mor gwarezet

Sinañ ur gevrat evit merañ an takadoù annez (tevinier gris)

Sinañ ur gevrat evit mirout ha reneveziñ lec'hioù annez ar rouzeganed-dour

Staliñ panelloù evit unvaniñ an titourañ

Bugaligoù / bugale yaouankiz

Sinañ ar gevrat bugale yaouankiz gant ar gumuniezh, KGT*** hag ar c'hKSL****.

Sinañ ur garta gant ar gevredigezh DISKOUARN evit digeriñ magourioù e brezhoneg

Sinañ un emglev evit prestañ salioù evit ar vugaligoù da gevredigezhioù skoazellerezed-mann ar c'hornad

 

*SEUG = sindikad etre kumunioù unan e c'halvidigezh
**SPEG = Skoazelloù ha prederioù er gêr
*** KGT = kef goproù-tiegezh
****KSL = Kenwarez sokial al labour-douar

 

 

011

Kumuniezh-kumunioù :

Engouestl ar gumuniezh-kumunioù hag ar c'humunioù en ur Gevrat Tiriad gant ar C'huzul-departamant

Emezelañ ouzh an AMF*

Engouestl da sinañ ur raktres labelaat gant Ofis publik ar brezhoneg

Krouidigezh ur bodad etrekumunel diwar-benn an tailhoù lec'hel

Diorren an armerzh / Terkañ an tiriad :

Deroù labourioù astenn ar SPEG**

Astenn ar stignad ODESCA

Degemer ur raktres douesaat hag astenn TATEK*** Kerc'hall

Sinadur un emglev gant KKG****

Deroù ur studiadenn war skeudenn stalioù-kenwerzh zo er gumuniezh-kumunioù, e kenlabour gant KKG

Prenet ez eus un adstal e Lanhouarne evit ma vo chomo er gumun

Degas ur skoazell arc'hant evit tuta un ijinour, asambles gant SALF** Montroulez, evit ma vo staliet ar c'has uhel-kenañ

Touristerezh :

Emezelañ ouzh sindikad kemmesk « Bro Douristerel Leon » 

Envel 5 dileuriad ha 5 eiler e-barzh sindikad Bro Douristerel Leon

Lakaat war-sav an taos chom er gumuniezh-kumunioù a-bezh

Endro / Merañ al lastez :

Treuzkas ar galloudoù polis gant ar c'humunioù, evit ar gefridi « dastum ha tretañ al lastez-ti hag al lastez damheñvel »

Deroù ur studiadenn diwar-benn ar pennwir broudañ

Tachennoù natur  :

Mont e-barzh digoust evit ar mirdioù e-pad an hañv

Studiadenn diwar-benn adframmañ Ti an Tevinier e Trelez

Bugaligoù / bugale yaouankiz : 

Treuzkas koskor servij ar vugaligoù hag EKSM****** evit arsav-diwallerezh Gwinevez

Krouiñ ur bodad evit reiñ plasoù d'ar vugaligoù en arsavioù-diwallerezh Kleder ha Gwinevez

Emezelañ ouzh kreizenn daskoriñ ar chekennoù implij hollek

Sinañ emglevioù gant CAF PRO, CAF PSU, MSA hag ar C'huzul-departamant evit arsav-diwallerezh Gwinevez

Emglev evit lakaat minibusoù e-kerz DDHH****** ar gumuniezh-kumunioù

*AMF :  Kevredigezh Maered Frañs
**SPEG = Skoazelloù ha prederioù er gêr
***TATEK = Takad TErkañ Kendivizet
****KKG = Kambr Kenwerzh ha Greanterezh
*****SALF = Strollad a laz foran
****** EKSM= Erlec'h Kerent Skoazellerezh-mamm
****** DDHH = Degemer Dudi Hep Herberc'h

010

Kumuniezh-kumunioù:

Lakaat war-sav ur bodad evit ma vo aes d'an holl mont tre e frammoù ar gumuniezh

Lakaat war-sav ur poellgor teknikel pedagogel karget da sevel un diagnostik war skolioù sonerezh ha dañs ar gumuniezh-kumunioù e-sell da grouiñ liammoù kenetrezo, diouzh an dro

Boulc'hañ ur studiadenn war suraat porzh-mor Ploueskad

Digeriñ ur Greizenn Brezegennoù hag emglev da lakaat anezhi e-kerz el Leti CAP OUEST

Diorren armerzhel / Terkañ an tiriad :

Sevel un oberiadur kuzulioù d'an dud a-unanoù evit o rakstalioù, e framm an ODESCA. Evel-se e c'hallo 5 den, kenwerzherien hag artizaned, e kreiz ur gêr pe e-kreiz ur bourk e tolead KKBK, ober o mad eus ur skoazell personelaet evit reneveziñ talbenn o stal.

Endro / merañ lastez :

Boulc'hañ ur studiadenn evit gouzout ha mat e vefe staliañ un unvez vetanaat er gumuniezh-kumunioù, e kenlabour gant Kumuniezh-kumunioù bro Leon ha Kumuniezh-kumunioù bro Landivizio

009

Kumuniezh-kumunioù

Sevel ur Greizenn brezegennoù

Diorren armerzhel / terkañ an tiriad :

Emezelañ ouzh an ADEL

Endro / merañ al lastez :

Sevel ur minilastezerezh e Lanhouarne

Sinañ un emglev gant REREN* (NATURA 2000)

*REREN = Renerezh-rannvro an Endro

conception & réalisation : NJollé © 2008