KBK / istor

008

Kumuniezh-kumunioù :

Staliañ skipailh nevez dilennidi ar gumuniezh hag ar bodadoù

Diorren armerzhel / terkañ an tiriad :

Emezelañ ouzh ar Gefridiezh Lec'hel

Endro / merañ al lastez :

Staliañ an TOTEMoù en ekolec'hioù

Endro:

Krouiñ ur post gwazour kevratet NATURA 2000

Lakaat digoust an abadennoù e Ti an Tevinier evit ar magourioù hag ar c'hreizennoù-dudi hep herberc'h (KDHH)

Bugaligoù / bugale yaouankiz :

Treuzkas ar c'hefridioù yaouankiz ha bugale digant ar c'humunioù

007

Krouiñ ur c'hlub natur e Ti an Tevinier

Ar studiadennoù hag ar goulennoù arc'hantaouiñ evit ar greizenn brezegennoù a oa bet lakaet da zont da wir

Natura 2000 : termenañ takad mirout ar spesadoù

Lakaat war-sav ar gladroll niverelaet hag ar SIG

006

Goude daou vloaz studiadennoù  e oa bet labelaet gant ar Stad raktres ar greizenn brezegennoù ostaleri da gas da benn e kenlabour gant ur poster prevez

Lakaat war-sav reolennoù evit dastum al lastez-ti a-zilerc'h ; kaset e oant bet d'an holl velestridi

Evit dastum nebeutoc'h a donennadoù lastez-ti e oa bet divizet dastum anezho 1 wech ar  sizhun nemetken e Ploueskad hag e Kleder.

Treuzkas ar gefridi SLA* d'ar Gumuniezh-kumunioù

*SLA = steuñv lec'hel an annez

005

Kemer perzh e kevala ar c'hevredad SOTRAVAL a ver pulluc'hañ al lastez-ti a-zilerc'h

Staliañ ar servij melestradurezh ha kontouriezh e Kerc'hall ha strollañ ar standardoù

Staliañ burevioù-pad mezegiezh al labour e Kergrist

Perzh a gemer ar Gumuniezh-kumunioù e pemzektevezh an endro e Gwinevez, Trelez ha Lanhouarne. Un diaporama « trions les déchets avec Dourig » a oa bet krouet evit an degouezh. Talvezout a raio hiziviken evit ober prezegennoù er skolioù hag er skolajoù war an doare da verañ al lastez.

Lakaat war-sav ul lec'hienn marc'hadoù foran dizanvezelet

Dilezel an debarzhadur kenskoazell evit ar c'humunioù ha lakaat war-sav fontoù skoazell (210 000 €) gant ur goloiad-arc'hant ouzhpenn a 30 000 €

Labourioù kentañ an takad Natura 2000 : termeniñ an takad « annezioù »

Ar c'hinnig evit treuzkas ar gefridiezh lec'hel d'ar gumuniezh-kumunioù a oa bet nac'het gant Trelez ha Kleder.

004

Nac'het e oa bet gant kumunioù Trelez ha Kleder treuzkas ar gefridi yac'husaat distroll (SPYD*) d'ar gumuniezh-kumunioù.

Prenañ tachennoù e Rulea e Lanhouarne evit krouiñ un eil takad labourerezh.

Adkempenn Ti Kerc'hall evit strollañ ennañ burevioù melestradurel Kergrist ha burevioù an diorren armerzhel.

*SPYD = Servij Publik ar Yac'husaat Distroll

conception & réalisation : NJollé © 2008